Joan Miró
Joan Miró pe Joan Miró i Ferrà a zo ul livour, kizeller, priour hag engraver katalanat bet ganet e Barcelona d'an 20 a viz Ebrel 1893 hag aet da Anaon e Palma e Mallorca d'ar 25 a viz Kerzu 1983. Unan eus pouezusañ ezel an emsav dreistrealour eo bet.
En e oberennoù e weler e oa dedennet gant isemouez, ar "spered bugelel" hag e vro. Er penn kentañ e voe levezonet gant ar gubouriezh, ar faovouriezh hag an ekspresionouriezh. Goude e livas en un doare plaenoc'h gant un tu eeunek. An daolenn anvet La masia bet livet etre 1920 ha 1922 a zo e-touez ar re anavezetañ eus ar mare-se.
Pa 'z eas da Bariz e teuas e oberennoù da vezañ muioc'h hunvreel. Klotañ a rae gant pennaennoù an emsav dreistrealour. Emezelañ a reas ennañ. E meur a skrid er bloavezhioù 1930 e tiskouez Miró e c'hoant da zilezel an doareoù kent da livañ. Ne felle dezhañ sentiñ ouzh lezenn ebet nag ouzh re an genedelezh nag ouzh re an dreistrealouriezh.
Krouet e voe e en e enor « Fundació Joan-Miró » e Barcelona e 1975. Ur greizenn a sevenadurel gouestlet d'an arz a-vremañ eo. Kavout a reer eno kalz oberennoù bet profet gant an arzour. Kavout a reer oberennoù gant Miró e lec'hioù all evel Fundació Pilar ha Joan Miró de Palma a Vallorca, Mirdi broadel an arz a-vremañ e Pariz, Kreizenn Georges Pompidou e Pariz, mirdi arz modern Lille ha Museum of Modern Art New York, mirdi Guggenheim New York, Tate Modern Gallery Londrez ha Moderna Museet Stockholm
Livadurioù brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1917 — Nord-Sud, Galerie Maeght, Pariz.
- 1921- 1922 — La masia, National Gallery of Art, Washington.
- 1921 — Retrat de ballarina espanyola, Musée Picasso, Pariz.
- 1923 — Terra llaurada, Solomon R. Guggenheim Museum, New- York.
- 1924-1925 — El Carnaval d'Arlequí, Albright-Knox Art Gallery, Buffalo.
- 1928 — Interiors holandesos, Peggy Guggenheim Collection, Metropolitan Museum of Art ha Museum of Modern Art New York.
- 1928 — Femme nue couchée, Moderna Museet, Stockholm.
- 1934 — Cargol, dona, flor i estrella, Museu Reina Sofia, Madrid.
- 1937 — Natura morta del sabatot, Museum of Modern Art New York.
- 1937 — El Segador (pagès català en revolta), Pariz.
- 1938 — Una estrella acaricia el pit d'una negra, Tate Gallery, Londrez.
- 1940-1941 — Constel·lacions, heuliad 23 oberenn.
- 1961 — Blau I, Blau II i Blau III, Centre Georges Pompidou, Pariz.
- 1968 — Personatge davant del sol, Fundació Joan Miró, Barcelona.
- 1972 — Dona i ocells a l'alba
- 1974 — L'esperança del condemnat a mort, Fundació Joan Miró, Barcelona.
Kizelladurioù brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1930-1931 — Personatge amb paraigua, Fundació Joan Miró (eilenn, 1973)
- 1946-1949 — Ocell lunar, en arem (meur a eilenn)
- 1946-1949 — Ocell solar, en arem (meur a eilenn)
- 1967 — Rellotge de vent, en arem.
- 1967 — La carícia d'un ocell, arem livet. Fundació Joan Miró
- 1973 — Dona ampolla, arem. Parc Cultural Viera i Clavijo e Santa Cruz de Tenerife.
- 1974 — Gos, arem. Fundació Joan Miró Barcelona.
- 1978 — Conjunt monumental evit La Défense e París.
- 1981 — Miss Chicago. Chicago.
- 1981 — Femme, arem. Casa de la Ciutat e Barcelona.
- 1983 — Dona i Ocell, siamant goloet a brierezh. Parc Joan Miró.
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1954 — Priz meur an engravadurioù e Venezia.
- 1959 — Priz Meur Bonged Guggenheim.
- 1962 — Marc'heg Lejion a enor Frañs.
- 1966 — Priz Carnegie evit al livadurioù gant Carnegie Museum of Art.
- 1968 — Doctor honoris causa Skol-veur Harvard
- 1969 — Keodedour a enor Palma.
- 1978 — Medalenn aour ar Generalitat de Catalunya.
- 1978 — Medalenn aour ar d'Or de les Balearezs.
- 1978 — Kroaz Veur urzh Isabel la Catòlica.
- 1979 — Doctor honoris causa Skol-veur Barcelona.
- 1980 — Medalenn Aour Dellezegezh an Arzoù-kaer ministrerezh spagnat ar sevenadur.
- 1982 — Medalenn Aour Dellezegezh Europa.
- 1983 — Doctor honoris causa Skol-veur Múrcia.